Kehentit en un doare dibar ha dereat !

Skeudenn hoc'h embregerezh eo ar c'hehentiñ. Un adsked resis eus ho temz spered e tle bezañ. Ouzhpenn-se eo ret dezhañ en em zisheñvelout diouzh hini ho kevezerien evit kreskiñ ha mirout hoc'h arvalien. Setu perak eo ret d'an holl an elfennoù-se kenglotañ, eus an diaz (logo, papererezh, karta c'hrafek) d'al lein (bruderezh, mailing, lec'hienn...). Degas a ran deoc'h ma chemet e pep hini eus an tachennoù-se, gwellaet gant ar startijenn, ar wevnded hag ar resisted a vez goulennet diganin evel free-lance.